DIWARNOMP

Ur meskaj a sonerezhioù da zañsal eo TekMao. Deus un tu, ar sonerezh hengounel a lak da zañsal miliadoù a dud bep dibenn-sizhun e pemp korn ar vro. Deus an tu all, an Techno, ur stil sonerezh muioc’h a-vremañ o deus klevet ha dañset warni e-kerzh o bloavezhioù studi. Goude bezañ prederiet e-pad pell o deus anveet ar meskaj-se an… Techno-Trad.
Meskañ an daou stil sonerezh-se, a seblant pell an eil deus egile, en deus degaset a-benn ar fin rummadoù disheñvel, a oad pe a orin, da ‘n em gavout asambles ha da ziverglañ o divesker, kement tud al luskoù elektronek ha reou an dañsoù hengouneloc’h. Levezonioù TekMao a zo lies ha gouez, war ar maez pe deus a-bell vro. Peurvrasañ tonioù ha sonioù ar strollad a zo savet gante met un toullad tonioù hengounel a vez sonet hag adkempennet gante. Anavezout a reer a-bell TekMao a-drugarez d’ar binioù ha d’ar vombard evel-just, met ivez a-drugarez d’o liv Techno spis, blazet d’o mod dezho.

Krouet eo bet TekMao e kentañ penn gant Malo Gentil ha Malo Breton, e 2016. Deuet e oa ar soñj da Valo G., pa oa o krouiñ un ton techno, da ouzhpennañ un tamm liv gant e vinioù-bras, hag evel-just ne c’hellas ket chom hep gervel e gomper a-viskoazh, Malo B., da reiñ boued d’an ton gant e vombard ha setu lañset an troioù-kaer.
Ur bloaz war-lec’h e erruas an DJ Toutz er strollad, evit gallout aozañ al Live, ha degas liesseurted ha krouidigezhioù nevez d’ar strollad.
E 2019 e embannont o fladenn gentañ, « Le Maill’ ». Dibaoe n’o deus ket paouezet da weladenniñ leurennoù ar vro, er festoù-noz, en davarnioù kement hag er festivalioù.
E fin ar bloavezh 2022 e kinnigont un EP « Maez-Hent », anvet « The Drunken Rebelioñs », ur bladennig a ganaouennoù a-vro Iwerzhon da gontantiñ divskouarn ar re a blij ar sonerezh keltiek dezho.
E 2025 e teu er-maez o eil pladenn, anvet « TekMao » hepken.

