DIWARNOMP

BIOGRAPHIE

Ur meskaj a sonerezhioù da zañsal eo TekMao. Deus un tu, ar sonerezh hengounel a lak da zañsal miliadoù a dud bep dibenn-sizhun e pemp korn ar vro. Deus an tu all, an Techno, ur stil sonerezh muioc’h a-vremañ o deus klevet ha dañset warni e-kerzh o bloavezhioù studi.

Goude bezañ prederiet e-pad pell o deus anveet ar meskaj-se an… Techno-Trad. Meskañ an daou stil sonerezh-se, a seblant pell an eil deus egile, en deus degaset a-benn ar fin rummadoù disheñvel, a oad pe a orin, da ‘n em gavout asambles ha da ziverglañ o divesker, kement tud al luskoù elektronek ha reou an dañsoù hengouneloc’h.

Levezonioù Tekmao a zo lies ha gouez, war ar maez pe deus a-bell vro. Peurvrasañ tonioù ha sonioù ar strollad a zo savet gante met un toullad tonioù hengounel a vez sonet hag adkempennet gante. Anavaezout a reer a-bell Tekmao a-drugarez d’ar binioù ha d’ar vombard evel-just, met ivez a-drugarez d’o liv Techno spis, blazet d’o mod dezho. Gallout a reer ivez klevout ar Gimbard ha livioù tost diouzh an Trance, met ivez deus ar blues a-drugarez d’an harmonica.

Krouet eo bet TekMao e kentañ penn gant Malo Gentil ha Malo Breton, e 2016. Deuet e oa ar soñj da vMalo G., pa oa o krouiñ un ton techno, da ouzhpennañ un tamm liv gant e vinioù-bras, hag evel-just ne c’hellas ket chom hep gervel e gomper a-viskoazh, Malo B., da reiñ boued d’an ton gant e vombard ha setu lañset an troioù-kaer.

Ur bloaz war-lec’h e erruas an DJ Tout’z er strollad, evit gallout aozañ al Live, ha degas liesseurted ha krouidigezhioù nevez d’ar strollad.

E 2019 e embannont o fladenn gentañ, ”Le Maill”. Dibaoe n’o deus ket paouezet da weladenniñ leurennoù ar vro, er festoù-noz, en davarnioù kement hag er festivalioù.

E fin ar bloavezh 2022 e kinnigont un EP ”Maez-Hent”, anveet ”The Druñken Rebelioñs”, embannet d’an 09/12. Ur bladenning a ñanaouennoù a-vro Iwerzhon da gontantin divskouarn ar re a blij ar sonerezh keltiek dezho. Ur bladenn nevez a zo war ar stern er bloavezh 2023.

TekMao, à l’origine a été créé en 2016 par Malo Gentil et Malo Breton. Sur un coup de tête, l’idée est venue à  Malo.G de vouloir ajouter de la cornemuse à une de ses compositions Techno, et tout de suite il a fait  appel à son compère de toujours, Malo.B pour y  ajouter de la bombarde, de là est née l’essence de TekMao.

En 2017, Toutz rejoint le groupe en tant que  DJ, pour pouvoir jouer en Live, et apporter des  variantes aux compositions.

En 2019 sort leur  premier album “Le Maill'”. Depuis lors le groupe n’a  cessé d’écumer les scènes de la région aussi bien dans  le milieu des Festoù-Noz, des bars, que dans celui des  festivals.

En 2022 ils préparent leur premier EP  “Hors-Série” qui se  nomme “The Drunken Rebelioñs” et qui est sorti le  09/12. Un EP de reprises de chansons irlandaises pour  ravir les adeptes de musique celtique en tous genres. Un  nouvel album est en préparation pour 2023.